Degemer mat e Iliz Itron Varia Lourdez.
Unan eus ilizoù parrez Santez Katalin ar Porzh Bihan. Setu un nebeut titouroù evit dizoleiñ istor pinvidik an iliz-mañ.
Etre 1931 ha 1958 eo bet savet iliz ar Pont Kent. Krouet eo bet gant Jean hag Yves Liberge. Troet eo trema ar Su, gant un talbenn uhel war-zu hent Roazhon. Met un iliz all a oa bet savet a-raok, en XIXvet kantved.
E 1882 ha 1885, 5 penn-bras eus Naoned hag Orvez o doa o zi e-kichen ar Pont Kent : Joseph Vincent, marc’hadour ha kivijer, Charles Pellerin, marc’hadour, Louis Fortin, marc’hadour, François Lechat, noter, hag Alexis Jobart, bet noter. Skrivañ a rejont d’an eskob evit ma vefe savet ur chapel eno. Pell a-walc’h eus ilizoù Sant Felix ha Sant Similian e oa an dud o chom er c’harter. E 1882 e prenas ar 5 penn-bras an dachenn « la tenue Decrais » evit 25000 lur. Ha goude-se e voe galvet tud ar c’harter d’ober profoù hag a zo bet uhel a-walc’h o live evit sevel ur chapel.
Asantet eo bet ar raktres gant en Eskob ha melestradurezh ti-ker Naoned, ha kroget e voe sevel ar chapel e miz Meurzh 1885. An Aotrou Liberge eo ar c’hrouer, hag an Aotrou Drouin ar savour. Koustet he-deus ar chapel 33000 lur a-benn ar fin, abalamour d’an diazezoù hag oa ret kreñvaat. Pa voe echu ar chapel, e teuas Aotrou person Sant Felix d’ar 15 a viz Du 1886. Setu ar pezh a skrivas : « Kempennet eo al lec’h. Simpl eo an aoter, ar maen sakr hag an armel-sakr a zo hervez lezenn an Iliz. Tri fezh dilhad-lid a zo bet diskouezet din : an hini kentañ e liv aour, an eil e liv limestra, an trede e du. Nebeut a zilhad-lid a zo, gwir eo, met a-walc’h ha mat eo tout ar pezh a zo eno. » Aotreet e voe gant an eskob digeriñ ar chapel , met ne oa nemet ur chapel brevez. Benniget e voe, ha digoret eo bet d’an dud d’an 21 a viz Du 1886.
Daoust da enebiezh Aotrou person Sant Felix,e teuas tamm ha tamm ar chapel da vevañ evel ur barrez : ur c’hloc’h 25 kilo, un «Hent ar Groaz », telvennoù, hag ur presbital a voe prenet. E 1892 e tegemer ar chapel etre 200 ha 300 den bep sul. Ur skol evit ar merc’hed a zo digoret e 1893, gant c’hoarezed Sant Filberzh. Anvet e voe Itron Varia Lourdez e 1896.
Met n’eo nemet d’ar 25 a viz Ebrel 1926 e vo digoret ez-ofisiel ar barrez nevez. An Tad Poupard eo bet an Aotrou person kentañ. Buan a-walc’h eo deuet da vezañ re vihan ar chapel hag e 1931 eo bet divizet sevel raktres un iliz nevez. D’ar 31 a viz Genver 1937 e voe benniget gant an Aotrou Villepelet, eskob Naoned. Prest e oa an iliz nevez da zigeriñ he dorioù d’ar barrezioniz, met ne oa ket echu c’hoazh rak mankout a rae arc’hant. En abeg d’an eil Brezel-bed ne voe ket echu ar savadurioù ken abred hag ar pezh a oa raktreset. Gwastet eo bet an talbenn gant ur gorvetenn e miz Meurzh 1951. Echu e voe e 1957 an talbenn ha n’eo ket an hini a oa rakwelet gant ar savourien.
E fin ar bloavezhioù 70 e voe graet un nebeut labourioù en iliz : lakaet eo bet an aoter en a-raok, e lec’h m’emañ hiziv, livet eo bet mogerioù diabarzh an iliz e gwenn, lakaet e voe rideier evit gwelaat ar glevedigezh.
E 2005 en em unanas ar parrezioù Sant Dominig, Sant Frañsez Asiz hag Itron Varia Lourdez kendeuzet en ur barrez nevez : Santez Katalin ar Porzh Bihan. An anv-se a zo bet dibabet en eñvor d’ur chapel Santez Katalin savet er grennamzer war hent Chapel an Erzh, e Ker Chaillou. E 2020 eo bet savet ur groaz e kreiz an iliz. Livet eo bet gant an arzour breizhat Kerozen, hervez ikonenn manati Tibhirine e Bro Aljeria. Graet eo bet en eñvor d’an Tad Celestin Rigneard, bet beleg e karter ar Boissière e-pad 20 vloaz, ha deuet da vezañ manac’h e Tibhirine. Lazhet eo bet gant sponterien muzulman e 1996. Un ikonenn eo hag a ziskouez war ar groaz Jezuz adsavet a varv da vev. War ar groaz eo skrivet e yezh arabek : « Adsavet eo ».
An ikonenn a-gleiz a ziskouez Santez Katalin Siena, gant teir iliz ar barrez. Al livadur a-zehou a ziskouez an Drinded Santel hervez ikonenn brudet Roubiev.
Plijadur vat deoc’h en iliz ha kenavo.